8 vloaz ‘zo e tigore skol Diwan Kastellin he dor. Hiziv emañ kerent he AEP oc’h en em c’houlenn penaos e talc’hint gant ar skol goude miz Even 2015.
Er penn kentañ e oa staliet ar skol en ul lojeiz kozh ha bihan. Goude pemp bloaz e oa deuet mare ar c’hevratelaat, ha gantañ poent bras cheñch lojeiz. Ur bariadenn eo o deus kemeret ar gerent d’ar poent-se. Dre ma ne oa ket mui gopr an div skolaerez da baeañ o deus dibabet prenañ un ti e-lec’h feurmiñ unan. “Koustañ a ra un tamm keroc’h deomp, tro-dro 900 € ar miz e-lec’h 800 € ar feurmiñ gwechall.” eme Fa Ribaud-Millour. E 2012 e oa bet prenet an ti gant ar skol, ha graet al labourioù-kempenn gant ar gerent dindan ur bloaz. Trawalc’h evit ma vefe degemeret ar vugale enni kerkent ha miz Gwengolo 2013. “Chom a ra traoù d’ober, evel kempenn leur ar porzh evit ma ne vefe ket lous pep bugel bep tro ma vez glav, ha mat vefe ivez kempenn toenn an ti, met siwazh n’ eus toer ebet e-touez ar gerent.” a resisa ar plac’h.
Diaes ar bloavezh
23 bugel a zo skoliataet bremañ e Diwan Kastellin – 14 er skol-vamm, ha 9 gant ar c’hentañ derez – hag evel ma c’hoarvez alies gant ar skolioù Diwan, eo diaes kempouezañ ar c’hontoù. Met ar bloaz-mañ eo diaesoc’h c’hoazh e Kastellin.
Daoust da dout ar pezh o deus ijinet ha kaset da benn e vank dezho etre 5 000 ha 6 000 €.
Ha diaes-tre e vo o emzalc’h kerkent ha miz Even. “Dre vras e vank deomp arc’hant div fest ha n’eus ket bet deus outo ‘benn ar fin.” a embann Fa Ribaud-Millour. E-kerzh ar bloavezh e oa bet aozet ul loto a oa bet nullet abalamour d’an diouer a dud a felle dezho kemer perzh ennañ. Ur wech all e oa bet kinniget dezho sikour digant ur paotr, a-benn aozañ ul loto all, met morse n’eo deuet e skoazell. Ha setu ar skol tapet gant kudennoù arc’hant.
Galv d’ar sikour
“Pezh a lak ac’hanomp d’ober seurt galv e-barzh ur gazetenn – ne oamp ket holl a-du, ha ne reomp nemet gant Ya ! – eo abalamour d’an diouer a skoazell hon eus da dalañ outañ amañ e Kastellin.” eme Fa Ribaud-Millour. Ha gwir eo n’eo ket mui korn-bro Kastellin, nag e boblañs neuze, troet war ar brezhoneg.
Kollet eo bet “spered ar vro” goude ma vefe bet staliet ar c’hazarn-soudarded e Dineol – skol an archerien hiziv an deiz – ha c’hoazh kazarn an Enezenn hir e gourenez Kraozon.
Ken trevadennet eo ar speredoù du-hont ma n’eo ket deus ti-kêr Kastellin e teuio ar skoazell kennebeut.
E 2013 he doa embannet ar vaerez, Gaëlle Nicolas – anvet nevez ‘zo e penn listenn Penn-ar-Bed an dilennadegoù rannvroel – “ne oa ket evit skoazellañ stourm ar yezh rak, forzh penaos, ne vo ket klevet ar brezhoneg war marc’had Kastellin biken ken”.
”Klask a reomp sikour, forzh peseurt hini, digor eo hor speredoù d’an holl vennozhioù a zeuio betek ennomp” a gloze plac’h an AEP.
GP
Mont e darempred gant Diwan Kastellin :
23 Grand rue
29150 Kastellin
pgz : 02 98 27 40 94
aep.diwan.kastellin@free.fr
http://diwankastellin.net/
Mont e darempred gant an deñzorierez :
tersiguel.delphine@wanadoo.fr